Svyatoslav I Kyiv

Svyatoslav I
Святослав Ігорович
Delwenn gant Yevgeniy Lansere (1886)
Priñs Kyiv
Ren 945972 (27 vloaz)
En e raok Igor Kyiv
War e lerc'h Yaropolk I Kyiv
Rejantez Olga Kiyv (ren : 945962)
Priñs Novgorod
Ren 945–970
War e lerc'h Volodymyr I
Ganedigezh ~943 e Kyiv
Marv 972 e Khortytsia
Remziad Рю́риковичі [Ryourikovitched][1]
Tad Igor Kyiv
Mamm Olga Kyiv
Pried Predslava
Bugale Yaropolk I, Oleg, Volodymyr I
Svyatoslav gwisket e giz Ukraina, gant Fedor Solntsev, 1869
Svyatoslav I, 1568

Svyatoslav I Igorevitch (ukraineg : Свѧтославъ Игорєвичь ; Kyiv, ~943 – Khortytsia[2], 972) a voe Priñs Rous Kyiv adalek 945 betek e dremenvan d'an oad a 28 pe 29 bloaz[3]. Brudet eo dre an ergerzhioù-brezel a gasas dizehan en Europa ar Reter ; er mervent da Gyiv enep ar C'hazared hag er reter enep ar c'hentañ impalaeriezh vulgar. Trec'h e voe war veur a boblad slavek, war an Alaned kent argadiñ Khanelezh Bulgariz ar Volga[4]. D'ar mare-se e oa kevreet gant Petcheneged Azia ar C'hreiz ha Magyared Hungaria a-vremañ.

Goude marv e dad Igor Kyiv er bloaz 945, pa oa Svyatoslav bugelig c'hoazh, e vamm Olga Kyiv (~890-969) a voe rejantez betek 962[5] : war-dro 20 vloaz neuze e oa Svyatoslav pa voulc'has e ren, a badas un dekvloaziad hepken. Amzer en devoe koulskoude da astenn e rouantelezh betek traoñienn ar Volga er reter, Pradeg vras Europa hag ar Balkanioù, en ur sevel dre-se brasañ Stad europat ar mare. E 969 e stalias e gêr-benn e Pereyaslavets war lez kleiz an Danav ha nes d'e c'henoù e korn-bro Odesa[6]. Bloaz goude e lakaas e vab Yaropolk da vespriñs Rous Kyiv hag e vab all Oleg da vespriñs Drevlinia, ur rannvro er reter da Gyiv ; ouzhpenn se ec'h anvas e drede mab Volodymyr da briñs Velikiy Novgorod[7]

Petra bennak ma troas e vamm war-du ar gristeniezh e chomas Svyatoslav ur pagan divrall a-hed e vuhez verr[8]. Dre ma varvas trumm en ur spi-brezel e 972 d'an oad a 28 pe 29 bloaz n'en devoe ket amzer da sevel un impalaeriezh ; n'en devoe ket amzer ivez da aozañ un hêrezh stabil, ar pezh a gasas d'ur brezel etre e dri mab, ma varvas Oleg e 977 ha Yaropolk e 978 en ur lezel Volodymyr da unpenn nemetañ [9].

  1. Primary Chronicle, p. 299
  2. En Oblast Zaporizʹka, Ukraina, hiziv.
  3. Borrero, 2009, p. 389.
  4. Moss, 2003, p. 29.
  5. Gleason, 2014, p. 53.
  6. Curta, 2019, p. 296.
  7. Feldbrugge, 2017, p. 473.
  8. Bushkovitch, 2011, p.7.
  9. Martin, 2007, pp. 1-2.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search